Keit Vimp Bev, ur gevredigezh krouet pell 'zo evit reiñ d'ar re yaouank plijadur d'ober gant ar brezhoneg.
 

Embannet e vez levrioù evit ar vugale, bannoù treset, romantoù, c'hoarioù, pladennoù ha kazetennoù.

 

Anavezet-tre “ Priz ar Yaouankiz” ha “Priz ar Vugale”, kaset da benn gant Keit Vimp Bev ha Fea.

 

Brudet-mat eo ar c'hazetennoù evit ar vugale : “Rouzig” evit ar re 3-7 vloaz ha “Louarnig” evit ar re 7-10 vloaz. Berzh a ra Ya! ar gazetenn sizhuniek lañset gant Keit Vimp Bev e 2005: ouzhpenn 1100 koumananter, daou vloaz goude.

 

Seurt kefridi ne vefe ket bet tu kas da benn hep labour ar skipailh tud gopret, bodet e Laz, na kennebeut hep sikour arc'hant ar C'huzul Rannvro hag ar c'huzulioù departamant: Penn-ar-Bed ha Morbihan, hep disoñjal an DRAC.

 

Reiñ startijenn d'ar brezhoneg eo pal Keit Vimp Bev.

 

Evit tizhout ar pal-se omp sikouret gant kement koumananter, kement den a bren hon embannadurioù, kement den a gas deomp skoazell, arc'hant pe danvez pennadoù, pe c'hoazh o klask koumananterien tro-dro dezhañ.

 

 
Asambles e teuimp a-benn.

 

 
* kinnig da dalvezout dre dreuzvankañ.